2 BREBRG hervez m'o deus degaset deomp ar re o deus o gwelet adalek ar penn-kentañ, hag a zo bet ministred ar Ger, BSB BSB: just as they were handed down to us by the initial eyewitnesses and servants of the word.
3 BREBRG kredet em eus ivez, Teofil mat-meurbet, e tleen o skrivañ dit dre urzh, goude bezañ graet un enklask pizh warno holl, gant evezh, BSB BSB: Therefore, having carefully investigated everything from the beginning, it seemed good also to me to write an orderly account for you, most excellent Theophilus,
4 BREBRG evit ma'c'h anavezi ar wirionez diwar-benn ar pezh a zo bet desket dit. BSB BSB: so that you may know the certainty of the things you have been taught.
6 BREBRG Reizh e oant o-daou dirak an Aotrou, hag e heulient holl gourc'hemennoù hag urzhioù an Aotrou, en un doare divlam. BSB BSB: Both of them were righteous in the sight of God, walking blamelessly in all the commandments and decrees of the Lord.
7 BREBRG N'o devoa ket a vugale, rak Elizabed a oa gaonac'h, hag o-daou, e oant aet war an oad. BSB BSB: But they had no children, because Elizabeth was barren, and they were both well along in years.
8 BREBRG Erruout a reas, evel ma rae Zakaria e garg a veleg dirak Doue, hervez urzh e dro, BSB BSB: One day while Zechariah’s division was on duty and he was serving as priest before God,
9 BREBRG ma voe galvet dre ar sord, hervez giz ar velegiezh, da vont e-barzh templ an Aotrou, evit deviñ an ezañs. BSB BSB: he was chosen by lot, according to the custom of the priesthood, to enter the temple of the Lord and burn incense.
10 BREBRG An holl bobl a oa er-maez o pediñ, d'an eur ma teved an ezañs. BSB BSB: And at the hour of the incense offering, the whole congregation was praying outside.
11 BREBRG Neuze un ael eus an Aotrou en em ziskouezas dezhañ en e sav, en tu dehou da aoter an ezañs. BSB BSB: Just then an angel of the Lord appeared to Zechariah, standing at the right side of the altar of incense.
12 BREBRG Zakaria, o welout anezhañ, a voe trubuilhet, hag ar spont a grogas ennañ. BSB BSB: When Zechariah saw him, he was startled and gripped with fear.
13 BREBRG Met an ael a lavaras dezhañ: Zakaria, na'z pez ket aon, rak da bedenn a zo bet selaouet, Elizabed a c'hano dit ur mab, hag e roi dezhañ an anv a Yann. BSB BSB: But the angel said to him, “Do not be afraid, Zechariah, because your prayer has been heard. Your wife Elizabeth will bear you a son, and you are to give him the name John.
14 BREBRG Bez' e vo evidout un abeg a joa hag a laouenidigezh, ha kalz en em laouenaio eus e c'hanedigezh. BSB BSB: He will be a joy and delight to you, and many will rejoice at his birth,
15 BREBRG Rak bras e vo dirak an Aotrou; n'evo na gwin, nag evaj kreñv ebet, ha leuniet e vo eus ar Spered-Santel adalek kof e vamm; BSB BSB: for he will be great in the sight of the Lord. He shall never take wine or strong drink, and he will be filled with the Holy Spirit even from his mother’s womb.
16 BREBRG distreiñ a raio kalz eus bugale Israel d'an Aotrou o Doue, BSB BSB: Many of the sons of Israel he will turn back to the Lord their God.
18 BREBRG Zakaria a lavaras d'an ael: A betra ec'h anavezin kement-se? Rak me a zo kozh, ha va gwreg a zo aet war an oad? BSB BSB: “How can I be sure of this?” Zechariah asked the angel. “I am an old man, and my wife is well along in years.”
19 BREBRG An ael a respontas dezhañ: Me eo Gabriel, an hini a chom dirak Doue; degaset on bet evit komz ouzhit ha disklêriañ dit ar c'heloù mat-mañ. BSB BSB: “I am Gabriel,” replied the angel. “I stand in the presence of God, and I have been sent to speak to you and to bring you this good news.
20 BREBRG Ha setu, te a ya da vezañ mut, ha ne c'helli ken komz, betek an deiz ma c'hoarvezo an traoù-mañ, abalamour ne'c'h eus ket kredet da'm c'homzoù, hag a erruo en o amzer. BSB BSB: And now you will be silent and unable to speak until the day this comes to pass, because you did not believe my words, which will be fulfilled at their proper time.”
21 BREBRG Koulskoude, ar bobl a c'hortoze Zakaria, hag a oa souezhet ma talee en templ. BSB BSB: Meanwhile, the people were waiting for Zechariah and wondering why he took so long in the temple.
22 BREBRG Pa voe deuet er-maez, ne c'helle ket komz outo, hag ec'h anavezjont en devoa bet ur welidigezh en templ, rak dre sinoù en roe da gompren dezho; hag e chomas mut. BSB BSB: When he came out and was unable to speak to them, they realized he had seen a vision in the temple. He kept making signs to them but remained unable to speak.
23 BREBRG Pa voe echuet deizioù e garg, ez eas d'e di. BSB BSB: And when the days of his service were complete, he returned home.
24 BREBRG Un nebeut amzer goude, Elizabed, e wreg, en em gavas dougerez, hag en em guzhas e-pad pemp miz, o lavarout: BSB BSB: After these days, his wife Elizabeth became pregnant and for five months remained in seclusion. She declared,
25 BREBRG Evel-se eo, en deus graet an Aotrou em c'heñver en deizioù-mañ, m'en deus sellet ouzhin, evit lemel an dismegañs a oa warnon dirak an dud. BSB BSB: “The Lord has done this for me. In these days He has shown me favor and taken away my disgrace among the people.”
27 BREBRG d'ur werc'hez a zlee dimeziñ d'un den anvet Jozef, eus tiegezh David; ar werc'hez-se a oa anvet Mari. BSB BSB: to a virgin pledged in marriage to a man named Joseph, who was of the house of David. And the virgin’s name was Mary.
28 BREBRG An ael, o vezañ aet el lec'h ma oa, a lavaras dezhi: Da saludiñ a ran, te a zo bet resevet en gras, an Aotrou a zo ganit. Benniget out e-touez ar gwragez. BSB BSB: The angel appeared to her and said, “Greetings, you who are highly favored! The Lord is with you.”
29 BREBRG O vezañ gwelet an ael, e voe trubuilhet gant e gomzoù, hag e soñje enni ec'h-unan petra a c'helle ar salud-se bezañ. BSB BSB: Mary was greatly troubled at his words and wondered what kind of greeting this might be.
30 BREBRG Neuze an ael a lavaras dezhi: Mari, na'z pez ket aon, rak kavet ec'h eus gras dirak Doue. BSB BSB: So the angel told her, “Do not be afraid, Mary, for you have found favor with God.
31 BREBRG Setu, te a vo dougerez, hag e c'hani ur mab, hag e c'halvi e anv Jezuz. BSB BSB: Behold, you will conceive and give birth to a son, and you are to give Him the name Jesus.
32 BREBRG Bras e vo, hag e vo galvet mab an Uhelañ-Meurbet, hag an Aotrou Doue a roio dezhañ tron David e dad. BSB BSB: He will be great and will be called the Son of the Most High. The Lord God will give Him the throne of His father David,
33 BREBRG Ren a raio da virviken war diegezh Jakob, hag e ren n'en devo ken a fin. BSB BSB: and He will reign over the house of Jacob forever. His kingdom will never end!”
35 BREBRG An ael a respontas dezhi: Ar Spered-Santel a zeuio warnout, ha galloud an Uhelañ-Meurbet a c'holoio ac'hanout gant e skeud; dre-se ar bugel santel a vo ganet ac'hanout a vo galvet Mab Doue. BSB BSB: The angel replied, “The Holy Spirit will come upon you, and the power of the Most High will overshadow you. So the Holy One to be born will be called the Son of God.
36 BREBRG Ha setu, Elizabed da geniterv a zoug ivez ur mab en he c'hozhni, hag hemañ eo ar c'hwec'hvet miz eus an hini a oa galvet gaonac'h. BSB BSB: Look, even Elizabeth your relative has conceived a son in her old age, and she who was called barren is in her sixth month.
37 BREBRG Rak n'eus netra dibosupl da Zoue. BSB BSB: For no word from God will ever fail.”
39 BREBRG Neuze Mari a savas, hag a yeas buan da vro ar menezioù, en ur gêr eus Bro-Juda, BSB BSB: In those days Mary got ready and hurried to a town in the hill country of Judah,
40 BREBRG hag, o vezañ aet e ti Zakaria, e saludas Elizabed. BSB BSB: where she entered the home of Zechariah and greeted Elizabeth.
41 BREBRG Kerkent ha ma klevas Elizabed Salud Mari, ar bugel bihan a dridas en he c'hof; hag Elizabed a voe leuniet eus ar Spered-Santel. BSB BSB: When Elizabeth heard Mary’s greeting, the baby leaped in her womb, and Elizabeth was filled with the Holy Spirit.
42 BREBRG Hag o sevel he mouezh, e krias: Te a zo benniget e-touez ar gwragez, ha benniget eo frouezh da gof. BSB BSB: In a loud voice she exclaimed, “Blessed are you among women, and blessed is the fruit of your womb!
43 BREBRG A-belec'h e teu kement-mañ din, ma teu mamm va Aotrou etrezek ennon? BSB BSB: And why am I so honored, that the mother of my Lord should come to me?
44 BREBRG Rak mouezh da salud n'he deus ket kentoc'h skoet va divskouarn, m'en deus ar bugel bihan tridet gant levenez em c'hof. BSB BSB: For as soon as the sound of your greeting reached my ears, the baby in my womb leaped for joy.
45 BREBRG Eürus eo an hini he deus kredet, rak graet e vo an traoù a zo bet lavaret dezhi a-berzh an Aotrou. BSB BSB: Blessed is she who has believed that the Lord’s word to her will be fulfilled.”
47 BREBRG ha va spered en em laouena e Doue va Salver, BSB BSB: and my spirit rejoices in God my Savior!
49 BREBRG rak an Holl-C'halloudek en deus graet traoù bras din; e anv a zo santel, BSB BSB: For the Mighty One has done great things for me. Holy is His name.
50 BREBRG hag e drugarez en em astenn a oad en oad war ar re a zouj anezhañ. BSB BSB: His mercy extends to those who fear Him, from generation to generation.
51 BREBRG Diskouezet en deus nerzh e vrec'h; stlabezet en deus ar soñjezonoù a rae ar re lorc'hus en o c'halon. BSB BSB: He has performed mighty deeds with His arm; He has scattered those who are proud in the thoughts of their hearts.
52 BREBRG Didronet en deus ar re c'halloudek, ha savet en deus ar re vihan. BSB BSB: He has brought down rulers from their thrones, but has exalted the humble.
53 BREBRG Leuniet en deus a vadoù a re o devoa naon, ha kaset en deus kuit ar re binvidik er goullo. BSB BSB: He has filled the hungry with good things, but has sent the rich away empty.
54 BREBRG Sikouret en deus Israel e servijer, o kaout soñj eus e drugarez, BSB BSB: He has helped His servant Israel, remembering to be merciful,
55 BREBRG evel m'en devoa e lavaret d'hon tadoù, da Abraham ha d'e lignez da viken. BSB BSB: as He promised to our fathers, to Abraham and his descendants forever.”
56 BREBRG Mari a chomas gant Elizabed war-dro tri miz; neuze e tistroas d'he zi. BSB BSB: Mary stayed with Elizabeth for about three months and then returned home.
57 BREBRG Neuze, amzer Elizabed o vezañ deuet, e c'hanas ur mab. BSB BSB: When the time came for Elizabeth to have her child, she gave birth to a son.
58 BREBRG He amezeien hag he c'herent, o vezañ anavezet penaos en devoa an Aotrou diskouezet e drugarez en he c'heñver, en em laouenajont ganti. BSB BSB: Her neighbors and relatives heard that the Lord had shown her great mercy, and they rejoiced with her.
59 BREBRG O vezañ deuet an eizhvet deiz evit amdroc'hañ ar bugel, e c'halvjont anezhañ Zakaria, eus anv e dad. BSB BSB: On the eighth day, when they came to circumcise the child, they were going to name him after his father Zechariah.
60 BREBRG Met e vamm, o kemer ar gomz, a lavaras: Nann, met Yann e vo galvet. BSB BSB: But his mother replied, “No! He shall be called John.”
61 BREBRG Hag e lavarjont dezhi: N'eus den ez kerentiezh hag a zo galvet eus an anv-se. BSB BSB: They said to her, “There is no one among your relatives who bears this name.”
62 BREBRG Neuze e c'houlennjont dre sin ouzh e dad penaos e felle dezhañ e vije galvet. BSB BSB: So they made signs to his father to find out what he wanted to name the child.
63 BREBRG Zakaria, o vezañ goulennet taolennoùigoù, a skrivas ar gerioù-mañ: Yann eo e anv. Hag an holl a voe souezhet. BSB BSB: Zechariah asked for a tablet and wrote, “His name is John.” And they were all amazed.
64 BREBRG Kerkent e c'henou a zigoras, e deod a ziereas, hag e komze en ur veuliñ Doue. BSB BSB: Immediately Zechariah’s mouth was opened and his tongue was released, and he began to speak, praising God.
65 BREBRG O holl amezeien a voe leuniet a spont, hag an holl draoù-mañ en em vrude dre holl venezioù Judea. BSB BSB: All their neighbors were filled with awe, and people throughout the hill country of Judea were talking about these events.
66 BREBRG An holl re o c'hleve, o mire en o c'halon, hag e lavarent: Petra eta e vo ar bugel bihan-se? Ha dorn an Aotrou a oa warnañ. BSB BSB: And all who heard this wondered in their hearts and asked, “What then will this child become?” For the Lord’s hand was with him.
67 BREBRG Neuze Zakaria e dad a voe leuniet eus ar Spered-Santel, hag e tiouganas, o lavarout: BSB BSB: Then his father Zechariah was filled with the Holy Spirit and prophesied:
68 BREBRG Benniget ra vo an Aotrou, Doue Israel, dre ma'z eo deuet da welout ha da zasprenañ e bobl, BSB BSB: “Blessed be the Lord, the God of Israel, because He has visited and redeemed His people.
69 BREBRG hag abalamour m'en deus savet deomp ur Salver Galloudek e tiegezh David e servijer, BSB BSB: He has raised up a horn of salvation for us in the house of His servant David,
70 BREBRG evel m'en devoa lavaret dre c'henou e brofeded santel, abaoe penn-kentañ ar bed, BSB BSB: as He spoke through His holy prophets, those of ages past,
71 BREBRG dre m'en deus hor saveteet a zaouarn hon enebourien, hag eus dorn an holl re a gasae ac'hanomp, BSB BSB: salvation from our enemies and from the hand of all who hate us,
72 BREBRG evit ober trugarez e-keñver hon tadoù, o kaout soñj eus e emglev santel, BSB BSB: to show mercy to our fathers and to remember His holy covenant,
73 BREBRG eus al le en devoa graet da Abraham hon tad, BSB BSB: the oath He swore to our father Abraham, to grant us
74 BREBRG penaos, o vezañ hon tennet eus dorn hon enebourien, e roje deomp da servijañ anezhañ hep aon, BSB BSB: deliverance from hostile hands, that we may serve Him without fear,
75 BREBRG er santelezh hag er reizhder dirazañ e-pad holl deizioù hor buhez. BSB BSB: in holiness and righteousness before Him all the days of our lives.
76 BREBRG Ha te, bugel bihan, ta a vo galvet profed an Uhelañ-Meurbet; rak te a gerzho dirak dremm an Aotrou, evit kempenn e hentoù, BSB BSB: And you, child, will be called a prophet of the Most High; for you will go on before the Lord to prepare the way for Him,
77 BREBRG evit reiñ anaoudegezh ar silvidigezh d'e bobl dre pardon eus o fec'hedoù, BSB BSB: to give to His people the knowledge of salvation through the forgiveness of their sins,
78 BREBRG dre garantez trugarezus hon Doue; drezi, ar sav-heol eus an nec'h en deus hor gwelet, BSB BSB: because of the tender mercy of our God, by which the Dawn will visit us from on high,
79 BREBRG evit sklêrijennañ ar re a zo azezet en deñvalijenn hag e skeud ar marv, hag evit ren hor c'hammedoù e hent ar peoc'h. BSB BSB: to shine on those who live in darkness and in the shadow of death, to guide our feet into the path of peace.”
80 BREBRG Ar bugel bihan a greske hag en em greñvae er spered; hag e chomas el lec'hioù distro betek an deiz ma tlee bezañ diskouezet da Israel. BSB BSB: And the child grew and became strong in spirit; and he lived in the wilderness until the time of his public appearance to Israel.